Dilestradeg Dieppe

dilestradeg Dieppe
emgann
Rann eusNorth West Europe Campaign Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hDieppe Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°56′0″N 1°5′0″E Kemmañ
Deiziad19 Eos 1942 Kemmañ
PerzhiadKanada Kemmañ
Order of battleOperation Jubilee order of battle Kemmañ
Map
Daou soudard kanadian gloazet,dirak un Churchill tank distrujet.
Soudarded alaman o poziñ dirak un tank saoz distrujet. Un implij bras a voe er propaganda alaman eus an dilestradeg c'hwitet.
Tri Supermarine Spitfire Mk I war-nij e Mae 1941
Prizonidi kanadian dindan evezh soudarded an Trede Reich

Dilestradeg Dieppe pe Dieppe Raid, Oberiadur-brezel Jubilee, zo un dagadenn hag a voe aozet e-kerzh an Eil brezel-bed gant ar Gevredidi war Porzh Dieppe p'edo e dalc'h an Alamaned, d'an 19 a viz Eost 1942. Da 5 eur mintin e krogas an dagadenn met da 10:50 e voe rediet pennoù bras ar Gevredidi da reiñ urzh da gilañ.

War-dro 6000 troadeg, Kanadianed anezho dreist-holl, harpet gant The King's Own Calgary Regiment (RCAC) eus ar 1st Canadian Tank Brigade hag un nerzh kreñv eus ar Royal Navy mui un nerzh eus unvezhioù dilestrañ ar Royal Air Force a gemeras perzh en dilestradeg. En nerzhioù tagañ e oa 5000 soudard kanadian, 1000 soudard eus ar Rouantelezh-Unanet, 50 soudard eus an United States Army Rangers ha 15 fuzuilher-vor gall.

Lies e oa ar palioù, met ar re bennañ e oa aloubiñ ha derc'hel mat ur porzh bras e-pad berr amzer, diskouez e c'helled dilestrañ e Bro-C'hall, ha spiañ an difennerezh alaman.
P'edo ar Gevredidi o kilañ o devoe c'hoant ivez da zistruj ar muiañ a zifennoù arvorel ma c'hellent, kement hag ar frammoù porzh hag an holl savadurioù gwelet evel pouezus d'an Alamaned. An dagadenn brim a oa ivez un digarez da uhelaat kalon ar Gevredidi kement hag ar c'hoant da dagañ a oa gant ar Rouantelezh-Unanet war dachenn kornôg Europa.

Pal ebet ne voe tizhet avat, dre ma voe c'hwitet war an taol. Harpoù-tan an dilestradeg ne oant ket bet efedus evit sikour an nerzhioù dilestrañ da guitaat an draezhenn. Stanket e oant bet gant ar skoilhoù difenn ha dindan an tennoù alaman. Nebeutoc'h evit dek eurvezh goude an dilestradeg kentañ, an holl nerzhioù tagañ a oa bet pe lazhet, pe kilet, pe laosket a-dreñv da vezañ prizoniet gant an Alamaned. E-lec'h bout un dro-gaer nerzhus a-berzh ar Gevredidi e voe ur c'hwitadenn wadus hag a ziskouezas anat d'ar bed ne oa ket posubl c'hoazh gant ar Gevredidi da aloubiñ kornôg Europa a-raok pell. Un nebeud palioù spierezh a voe sevenet koulskoude, da geñver an enebiñ ouzh ar radarioù alaman.

En holl, 6086 soudard a dilestras, 3367 anezho (tro 60%) a voe lazhet, gloazet pe prizoniet. Ar Royal Air Force ne oa ket deuet a-benn da dalañ ouzh al Luftwaffe e-pad emgannoù eeun, kollet e oa bet 106 karr-nij (d'an nebeutañ 32 dre flak pe dre wallzarvoud), da geñveriañ gant an 48 kollet gant al Luftwaffe. Ar Royal Navy a gollas 33 karbed dilestrañ hag ul lestr-distruj.

An darvoudoù e Dieppe a voe mammenn da gemmoù lies kadoniezhel evit an dilestradeg e Norzhafrika (Oberiadur-brezel Torch) ha dilestradegoù Normandi (Oberiadur-brezel Overlord). Ar c'hentañ gwech e oa bet d'ar Gevredidi tagañ ar Festung Europa (kreñvlec'h Europa) hag a oa dalc'het gant an Trede Reich.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne